— 100 — labour hag ar bed holl a vije bet o paoueza breman evel eun dra maro. O veza ma tigouez eb ehan traon nevez ebars, e ranker lavaret n’eo ket en em lakeat da vont en dro a holl-viscoaz, p’e guir n’eo ket « dinerzet » c’hoaz. Ha setu aze penaoz lavar an dud dizoue a zo casset da netra gant ar guir deskadurez. (Da genderc’hel). j.-F. Gaer. DAL LABOURERIEN DOUAR Ar breur akoaziet gani he vreur Chell beza dinecïi e peb lieur. Ar gazetenn « Feiz ha Breiz » o veza digor, hervez ma ’z eo bet embannet en diveza numero, da oU meno- ziou ha kenteliou mad mignoned al labourerien douar, mall eo ganen profita dioc’htu euz ar frankiz-ze evit dis- kleria d’e lennerien eur mennoz 1 zo pell-zo o trottal em spered; ya, ha setfhen aman : karet a raffen gwelet sevel stank, em bro, ar breurieziou pe unvanieziou a gomzer kement anezho en hon amzer, hag a hanver e gallek : syndicats agricoles, mutualités, assurances, etc. N’e ket e kredfen e tiskennfe raktal ganto ar barados var an douar! nan; ne ket, e kredfen e ve kement-ze avoalc’h evit rei hiviziken d’al labourerien eul lodennik euz ar voastel amann a vez rannet beb bloaz etre paotred ar Chouarnamant! nan, ken neubeut, pell ac’hano ; rak, evit kontanti kement a dud diskrupul ha lardeza kement -a grabanou didalvez, ar paour-kez labourer a renko memez choas, kredabl bras, meur a vech, kas e bilerad amann d’ar marc’had hag he arc’hant d’ar « percepteur. > Evelato, e kredan, e c’hello al labourerien, ma karont en em voda hag en em harpa, difenn guelloch hiviziken o zra ha tenna muioc’h a c’hounidegez, eget en amzer dremenet, diouz o foan hag o labour, ha marteze zoken ivez evelse derc’hel er vro an oll labourerien-ze e zeuz kement ezom anezo hag a veler a beb mare o vont da c’haloupat bro pe d’en em goll er c’heriou bras. Mez ne gomzan ket aman diouz traou nevez na kuzet, pe anad evit broiou all: ar syndicat evit ai labourerien douar a zo, a beU-zo, anavezet mad en hor bro. Digitized by Google — 101 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/548
Neuz