Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/547

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Lezel a c’heller eta an dud dizoue da lavaret e loc’h ar bed a holl-viscoaz, eb na ve dinerzet tamm ebed ar rezo- niou a ziscuez ez eus eun Doue. 4. — Goulzgoude guiziegez an amzer vreraan a lavar ne d-a ket ar bed en dro a holl-viscoaz, rag, ma vije bet evelse, an nerz a zo lakeat ebars gant Doue hag a labour bemdez, a vije eat da fall abaoue pell amzer. Setu ama petra ’ lavar eun den guiziec meurbed, an A. de Lapparent, en eul levr hanvet Science et Apolo- gétique. Bolz an env n’eo ket ato ar memez tra da velet, evel ma tiscuez ar photographii. Beza ’ zo stered lostec hag a dro en edou stered red; beza’ zo stered hag a vez enaouet euz a zeiz da zeiz e leac’h ne veze guelet netra guechall; beza ’zo stered hag a jench liou, ar pez ne c’hoarvez ne- met abalamour ma chenchont aoz ; beza ’zo poultren ste- red bêro hag a zeu da galedi o ienaat. (Lavaret a rin di- vezatoc’h penaoz e c’hoarvez an traou-ze). Ilogen, kement-se holl ne vez ket great eb eun dispign spontus a nerz. E creiz an douar ez eus tan o ruill gant ar vrassa counnar, e giz ma tiscuez ar meneziou flamm. Evel n’eus netra ebed oc’h he renevezi, e varvo. Sclerijen ha tomder an heol, gant an tan a vag anezho, a ielo ive da netra, a fors da veza fennet tro var dro gant eul largentez dispar. Ped ha ped heol, ma vije bet an traou o vont en dro a holl-viscoaz, ho dije bet amzer da vouga evelse ha da zevi adarre dindan, me laka, stokaden eun dra bennag a vije deut d’en em daoler varnho en he redadec dre fran- kizen ar bed! Ar bed ne c’hell ket beza a holl-viscoaz o tispign nerz evelse, Rag, ma ’z eus ato ar memez soumm a nerz er bed, e giz ma lavar an holl, n’eus ket ar memez danvez : fallaat a ra dre ma vez implijet: Vénergie se dégrade, evel ma vez lavaret e galleg. Eur vech distereet, ne zistro mui d’he c’hount coz : eul loden anezhi n’eo mui mad da netra. Hag e e’heller credi eman ar bed o vont en dro a holl- viscoaz ? An dra-ze ne c’hell ket beza, rag an holl nerz a zo lakeat ebars a vije bet distereet, evithi da veza bras meurbed. Lakeat e vije bet didalvez crenn evit peb Digitized by GoOglC ¦â