Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/549

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Hag, evel ma amvezer talvoudegez eur vezen diouz ar frouez a zoug, an neb en defe eun douetanz bennak I kredi re founnuz va c’homzou n’en deuz nemed sellet en dro dezan pe var zu guezen ar Syndicat hag examina al labour ’zo dija great hag ar frouez dastumet, marte/ memez tostik dezan. Ia, al labour great ! — « Ouspen tri mil emgleo labourerien douar, a lavare Ministr al labour douar e unan, d’an 19 a viz mae diveza, e ker Lyon, a zo hiri an deiz skignet dre ar Frans, ha ma kreskont bep bloaz eo abalamour d’ar vad a reont ha dreist oll d’ar vad ïnt galvetda ober divezatoc’h seulvui ma vezint guello anavezet ha ma teufint da stankaout. » ... « Nan, n’em euz douetanz ebet, emezan c’hoa^ na ’z eo galvet an emgleo-ze, ispisial dre ar pren hag ar verz e boutin, pa vezo eun emgleo e pep parrez, da renta e berr amzer ar brassa servich da oll labourerien douar ar vro. » — Ha goudeze ar Ministr en deuz komzet iv<- diouz kefou da bresta, a garfe, emezan, gwelet unan div zepartamant azalek ar bloaz a zeu, hag a brest o arc’hant d’al labourerien unanet, gant sikour ar gouarnamant, kouls lavaret evit netra. Divezatoc’h e komzin ive euz ar c’hefou da bresta-ze. Mez memez en hon Eskopti, heb mont larkoc’h, e kaver meur a emgleo labourerien douar. Ia, ha joa eo ganin hen anzav : an henor da veza dizoloet hent ar Syndicat hag heuliet ivez da genta, en hor bro, a zo d’hor mignoned Ar re ac’hanoc’h ispisial, lennerien Feiz ha Breiz, hag 0 deuz bet an heur vad da gemeret perz e reunion Landerne breman ’zo daou vloaz, hag e reunion Kemper, er blo :i diveza, reunionou presidet gant an aoutrou ’n Escoj» e unan, a oar petra da zonjal var gement-ze, ra^ klevet ho deuz eno, kouls ha me, aotrounez ha labou ererin diouz an dibab o lavaret petra o deuz great en i > fareziou ha pe seurt frouez o deuz kavet er syndicat sav« ganto. Ha pa glever aotronez ha labourerien ken disp o parlant, e c’heller o silaou, rak gant gwiziegez e koin zont, ha memes gant eur wisiegez ha n’en deuz ken pa nemet o skiant-prena o-unan. Digitized by GoOglC — 102 —