Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/539

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 63 —


2° Eun ezennik flour a ra eus 2 metr da 4 metr dre seconden ;

3° Eun ezen fresk a ra eus 4 metr da 8 metr dre seconden ;

4° Lavaret a reomp eus avel vad pa ra eus 8 metr da 12 metr dre seconden ;

5° An avel ’ zo krenv pa ra eus 12 metr da 16 metr dre seconden ;

6° An avel ’ zo krenv-bras pa ra eus 16 metr da 20 metr dre seconden ;

7° An avel ‘ zo foll pa ra eus 20 metr da 25 metr dre seconden ;

8° Pa vez avel diroll ha korventennou e ra ens 15 metr da 30 metr, ha soken £10 metr avechou dre seconden.

An ear eta’ zo nerzus bras. Lakat a ra pennou ar gwez bras da zoubla, tro er rojou ar pounerra, loc‘h er bagou brassa ; ha pa deu da gounnari ha da c’houeza e korventen e tizao er mor gwagennou spountus ha var zouar e tisc'hrizien ar gwez, ho stlej d'an douar mesk ha mesk gant an toennou, ar mogeriou, an touriou, etc. — Dezhan c‘hoas da veza skanv, dre ma zao pemzek leo benag a uz d’an douar, var peb metr karre douar e z‘eus eur pouez a ugent mil lur pe var dro. Penaos ne deu ket an douar ha pennou an dud da goaza dindan eun hevelep beac‘h ? N’eus ket a riskl: poeza’ra tu ha tu, dindan evel var c'horre, hag an eil a goumpez egile.

Pegen rot co evlt burn an dud, al loenet, ar plant ? — An ear zo ret evit miret an den e buez. Chomit eur pennad ber eb tenna o c’halan, pe mar kirit, eb lezel an ear da vont beteg ar skeven, dre ma z’eo stanket toul ho kouzoug, pe dre ma z’oc’h mouget gant eur vogidel fall benag ; kerkent ho puez zo var var. Ra c’hoarvezo ganeoc‘h chom eur c'hart—heur, pe nebeutoc‘h soken er stad-ze, eb mar ebet ar mare ’ reio he labour; ral e0 6 ve distro. — Tremen a c’heller eur pennad mad a amzer eh bevans ; maes ne c’hellit ket tremen eurc’hart-heur eb ear.

Eus an all ezommou zo ous or pistiga, ous hennez e ranker senti da genta. — Ar pez a lavaran evit an dud, zo ker guir all evit a1 loenet, kouls ar re zo o veva var an douar, hag ar re 20 o nijal en ear pe o nefln en dour. Ia, ar pesket ive o deus ezom ear : ar grib rus ho deus etre