— 351 — soned gant an hent eün, anaout a rea ar gaou a reant deuz ar relijion hag ive ar pez a lavarent pe ’n em zastu- ment dre guz evit antella ho aferiou. Ne oa ket eaz kouls- goude sevel ar vouez a eneb d’ezho, rak en ho zouez ez oa meur a hini savet huel hag o doa da velct e kear. Piou a raje ar brezegen, ha pe da vare e vije great ? An Aotrou de Saint-Luc ne argilaz kct : « D’in-me, emezhan, eo mont er gador ; pa ’z eo guir e maoun lakeat gant Doue e penn an denved, eo d’in-me ho difen. » An dud a lavare ne gredche ket an Eskop skei var ar franc-masoned. Ne anavezent ket anezhan; ha pa deuaz he dro, an Aotrou ’n Ezkop, dirag kear a bez, koulz lavaret, ha dirag kalz ive deuz he enebourien, a zizoloaz penn-da-benn relijion nevez an drouk spered; diskuez a reaz ez a a eneb lezennou anlliz ha lezennou ar rouan- telez, ha displega a reaz sklear ne c’hell beza heuliet na gant eur c’hristen mad na gant eun den hag a gar he vro. Ar brezegen-ze a oue kaoz anezhi, e c’hellit kredi, hag ar franc-masoned a reaz rei d’anaout d’an Aotrou ’n Eskop e vije kaset dirag ar barner, ma lavarje c’hoaz eur ger. An Aotrou ’n Eskop a dlie pignat c’hoaz er gador evit rei an taol diveza da vreuriez ar franc-masoned, ha derc’hen fin ar mission, ken helavar ha ma oa dispount e tizammaz he galon hag e reaz he zever a Eskop. Distro d’an eskopti e kavaz eur rouden, skrivet a ziaraog, evit he gass d’al lez-varn. Setu aman penaoz e respontaz: « Toussaint-Frangois-Conen de Saint-Luc a lavar n’en deo deuet d’al lez-varn nemet evit senti deuz ar justis, ha rei d’ar re a zo dindannhan ar skuer e pep tra. Koulsgoude pa ’z euz hano deuz he brezegen, n’en deuz netra da lavaret, abalamour var ar poent-se, n’en deuz kount da renta nemet d’ar Roue ha d’ar re a zo hueloc’h egethan en Iliz katholik. » Ar pez a oa c’hoarvezet a c’helle, evelato, beza noazuz d’ar relijion ha d’an Eskop he-unan, hag abalamour da ze, an Aotrou de Saint-Luc a skrivaz d’an hini a oa e penn ar justis e Paris ; hag he-man goude beza taolet pled da bep tra, a gemennaz da varnerien Kemper mont da Baris. Edont o vont da veza torret deuz ho c’harg, mes an Aotrou ’n Eskop a reaz evitho, hag a c’houdevech e Digitized by GoOgfe — 3
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/469
Neuz