Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/470

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

52 — tiskouezaz d’ezho meur a vech en doa ankounac heat ho fallagriez, ha zoken, paea a reaz anezho, evel ma ra ar gristenien, oc’hober vad evit an drouk great d’ezhan. D’ar mare-zc ive, an Aotrou Kardinal de la Rodie Aymon, ministr e Paris evit an dud a iliz, a falvezat d’ezhan kass an Aotrou de Saint-Luc da eun Bskopti all, abalamour d’an diezamant a c^helje kaout e Kemper. Heb lavaret ger d’an Aot. de S. Luc, ec’h hanvaz anezhan da eskopti S. Flour ; guelloc’h e kave aneskopti-ze evithan. Eskob Kemper, goude beza lavaret bennoz d’ezhan, a skrivaz ar c’homzou-man : « Dirag Doue ne ’z oc h ket direbech da veza savet ac’hanon var kador S. Corentin, Doue koulsgoude en euz lezet ober, ha breman me fell d’in chom gant va fried, Iliz Kemper. Sant Franses a Sales ha meur a eskop santel, o deuz kredet ne ’z oa ket aoualc h d’ezho bezagoall gaset evit dilezel ho eskopti, c’hoant em euz da veza henvel outho var ar poent-se da viana... Ho pedi a ran da drugarekad ar roue em hano, rak harpet var gras an Aotrou Doue em euz fizianz da c’hounit dre vadelez, kalon ar re o deuz klasket noazout d’in. » An Aotrou Kardinal a ziskouezaz al lizer d’ar roue Louis XVI, hag he-man a gavaz ken kaôr ar pez a lavare an Aotrou ’n Eskop, ma ne bouezaz mui evit ober d’ezhan chench eskopti. Er bloaveziou varlerc’h, eskop Kemper en doa leac’h meur a vech da ziskuez he nerz-kalon ; bevech ma komzet d’ezhan divar benn traou nevez ar politik hag a c’helje beza noazuz d’ar Relijion pe d’ar roue, e tiskuille anezho, heb aoun ebet, ne oa den ken dispont, ha morse ne vije gallet ober d’ezhan trei kein d’he zever. Arne tenval a zave var ar Frans en amzer-ze, hag an Aotrou de S. Luc, ankeniet o sonjal er goalinier a venne koueza var ar relijion hag ar vro, a glanvaz an 9 a viz ebrel 1789. Ken dalc’het oa zoken, ma krede ar re a oaen dro d’czhan, ne zavche ken. He-unan e vele mad pegen reuzeudik oa he stad, hag e c’houlennaz he Zoue ervez al lidou merket evit an eskibien, p’o deuz amzer da gommu- nia en heur ar maro. L. G. (Da genderc’hel). Le Oérant: F. Gborgelin. Bro&i, ïmprimerie de la 1’ressc Libcrale, rue du Châtoau, 4