Kredi a rea plijout muioch da Zoue oc’h ober evelse, hag epad he c’hlenved penn-da-benn, morse ne glemaz var he foan. Klem a reaavechou, abalamour, emezhi, ma roe kalz a drebaz hag a boan d’ar re all. Parea a reaz gant hirr amzer, Doue marvad en doa c’hoant ober d’ezhi gouzanv kalz muioeh araog kaout an enor da vcza mer- zerez. SEIZVED PENNAD An Aotrou ’n Eskop de Saint-Luc. — Karet ha difen a ra an Iliz. — Koueza a ra klanv. — He amzer diveza. Beteghen ne ’z euz ket bet kalz hano ganeomp divar benn an Aotrou ’n Eskop de Saint-Luc; n’eo ket he vuez a skrivomp. Guelet on deuz petra oa araog beza Eskop, ha deuet da veza Eskop, e veler anezhan o pignat e skeul ar zantelez. Aman ne gomzomp nemet deuz he amzer di- veza evit guelet peseurt darempret en doa gant kouent ar retrejou hag anaout an amzer griz a oa er mare-ze. An Aotrou de Saint-Luc a oa unan deuz an eskibien a zantaz ar guella pegen noazuz oa d’ar relijion ha d’ar roue an amzer mantruz a deue var ar France. D’ar Jubile bet e Kemper er bloaz 1776, en doa roet d’anaout pegen dispount oa ha peger braz ioul en doa da zifen an Iliz. Setu aman petra c’hoarvezaz : An Aotrou ’n Eskop en doa galvet daou-ugent beleg deuz ar re chuizieka evit rei ar mision, hag araog staga gant al labour e ranket en em glevet evit gouzout var betra ez oa ar muia ezom da boueza evit mad ar bobl. An oll a lavaraz ne oa netra ken noazuz d’an eneou hag ar Franc-Magonnerie. Ar vreuriez-se a laboure a eneb ar relijion, ha mont a rea var araog etouez ar beorien koulz hag ar re binvidig. An dud divar ar meaz ne reant ket skouarn vouzar d’ar bromesaou great dezho ; re vuan da gredi, evel peurvuia, pa gav d’ezho ez euz gounidegez, kalz anezho a roaz ho hano. Roet oa da gredi d’ezho e teujent da veza pinvidig, ma karjent, da genta, rei eun dornad arc’hant. An Aotrou ’n Eskop a ouie mad ne dea ket ar franc-ma- Digitized by GoOglC
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/468
Neuz