— m — » Lavaret en cuz d’in lakad va foan dreist pep tra, da zeski mad ar pez em euz da lavaret ha da ober epad ar retrejou, rak evelse eo e rin ar muia a vad ive. Ober pep tra cvit Douc, evit trec’hi va lezircgez, rak n’eo ket diez dont da veza lezireg pa ranker ober atao ar memez tra. Sant Louis de Gonzague a lavare ez oa eur binijen vraz evithan beva atao assamblez gant ar re all, ober bemdez ar memez tra heb heulia morse ar volontez an unan. E guirionez, aze e ma ar zantelez, rak Doue a zell kentoc’h deuz an intansionou zo oc’h ober eun dra eget deuz ar pez a rer. Me c’hell eta plijout kement da Zoue oc’h ober va chatekiz bian ha ma ra ar visionnerien pa ’z eont da brezeg an Aviel. » Komzou evelse a c’hell beza talvouduz da gement hini a lenn anezho. Victoire a oa troet meurbed var ar yun hag an oll bi- nijennou all, hag abalamour da ze e kave diez plega d’he superiorez, rak houman ne leze ket ganthi hed he gar var an hent-se. Kementse ne oa ket mad aberz Victoire, hag hi he-unan hen anzao er retred a reaz er bloaz 1786. « Nan, emezhi, o va Doue, ne zalc’hin netra evidon deuz va bolontez, he rei a ran d’eoc’h oll evit heulia var eün hent ar zentidigez. Ia, senti a rin atao evel ma vezo c’hoant e raflen. Ha pa deuffe da fazia ar re ma ’z oun dindannho, me ne faziin ket o senti. G’houi, va Doue, oc’h euz sentet beteg ar maro, sikourit ac*hanon, rak evit pli- jout d’eoc’h eo e sentin e pep tra. » Dre ar c’homzou-ze e veler e deuz bet Victoire de S. Luc da enebi, hag ez eo koustet ker d’ezhi pignat er zantelez. Gouezet e deuz cz eo easoc’h lakad ar c’horf da blega eget ar spered, hag e c’heller gant gras Doue dont a benn deuz pep tra. Victoire a gouezaz klanv, hag an oll a grede ez oa aba- lamour ma laboure re ha ma rca re a binijen, rak ma sente deuz he superiorez var ar poent-man, e c’houlenne ive digant he zonton lezel anezhi da gastiza he c’horf, ha gant he assant, he c’houstianz a vije dizoursi. Ar c’hlenved a langiz a deuaz d’he goaska hag he c’hoarezed a oa nec’het maro ganthi. Ar superiorez a gin- nigaz d’ezhi mont da di he c’herent, o sonjal e pareche kentoc’h eno. Victoire a lavaraz bennoz d’ezhi gant kalz a garantez en eur c’houlen koulsgoude chom er gouent. Digitized by GoOglC — 350 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/467
Neuz