a ra neuze brezel en he hano he-unan, pe gentoc*h en hano he verc’h Marc’harit, a vo dimezet da Yan, mab Montfort. 1346. — Keraez a zo kemeret gant ar Zaozoun ; Lan- nuon ha Landreger ivez. Iliz-veur ar gear-ma a zo dis- trujet gantho, eul loden anezhi da vihana : n’o deuz doujans nag evit aoter nag evit seurt; relegou sant Yeun (Eozen, Ervoan) hebken n’o deuz drouk ebed... Lannuon ne vije ket bet d’ezho paneved daou dreitour, Herri Kigit ha Prier Allou. Ar re-ma a zigor eun or d’ezho eun nozvez araog goulou-deiz, ha p’ema an oll o kouskat. Ar mar- c’hek Jeffrez ar Pont-Guenn a zo dihunet, hag hep kemer amzer da viska he zillad, e red var gorf he roched dre ruiou kear en eur youc’hal: Var zao ! Dao d’ar Zaoz ! He gleze avad a zo eat ganthan. Digouezout a ra gant ar Zaozoun. Sailla a ra varnho, hag ouspen ugent anezho a zo lazet ganthan. Mes re niveruz int evithan he-unan Ha setu rn^eo kelc’het gantho. Kemer a ra he gleze gant he zaou zorn, hage tigorhent beteg eur vôger. Outhi e harp he gein, ha kement hini a dosta outhan a zo ledet maro mik. Mes eur goareger a denn eur zeaz varnezhan e mell he c’hlin. Koueza a ra var an douar, hag ar Zaozoun divez milliget a laz anezhan. 1347. — Ac*hano ez eont d’ar Roc’h. Gharlez Vleiz, pevar mil den ganthan, a oa neuze o kelc’ha ar gear-ze. He vekanikou a daol ouz ar môgeriou ha dreistho mellou mein goall bouner. Unan euz ar vein a gouezaz var gambr greg ar gouarnour. Opaouez gwilioudi e oa, ha goall strafuillet e oe, hag hi ha lavaret d’he fried plega. Kaset a oe eun den da gaout Bleiz : hen-ma ne zelaouaz ket anezhan (19 a viz even) .. Da ziv heur dioc’h ar min- tin antrônoz e tigouez Saozoun, daou vil hanter anezho. Renet int gant Thomaz Dagorn, Yan Arzuel ha Bernard ar Chastel. Ken didrouz int deuet ma kavont soudarded Bleiz kousket. Sailla a reont varnezho ha laza a reont eun toullad mad. Bleiz a zestum ar re all en drô d’ezhan, ha yao yud var arZaozon. Dagorn a zo prizouniet. He dud a denn anezhan euz tre daouarn Gharlez. Hen-ma a stourm bepred. Tapout a ra Dagorn adare, hag hen rei a ra da dud kalounek da zerc’hel. Mes tud ar Roc’h, eurpemp kant anezho ha bouc’hili gantho, a zired d’ar Chastel-Du, Digitized by GoOgl
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/462
Neuz