Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/461

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

by GoOglC He fried, roet frankiz d’ezhan abenn ar fin, a zo eat da Vrô-Zaoz. Eno e choum pell amzer hep ober seurt ebed. Tud he du a goll kaloun neuze, hag a dro a du gant Bleiz, dreist holl Amaori Klison, gouarnour bugale Yan Mont- fort, Tangi ar Chastel, Spincfort (bet gouarnour Roazoun). 1345. — Gouel Pask a lakea Yan Vontfort da zont ennhan he-unan. Hag hen ha goulen skoazel digant Edouard III. Hen-ma a ro kont Northampton ha kont Oxford d’ezhan. D’ar seiz a viz even, e partiaz Yan dioc’h Brô-Zaoz. Disken a eure e Brest. Ac’hano ez eaz da gel- c’hia Kemper. Ne zeuaz ket a benn ouz kear. Darbet e oe d’ezhan zoken beza paket gant Charlez Vleiz. Tec’het a eure neuze d’an Henbont... Kont Northampton avad a laka seziz var Vengamp ha var Lannuon. E Guengamp, o veza ne c’helle ket dont a benn ouz kear, e tevaz diou geariaden e kichenik. E Lannuon, e savaz aoun ganthan, hag hen d’ar Roc’h, eur leo benag diouz Landreger. Devi a reaz unan deuz doriou kear, hag ar Roc’hiz a c’houlen- naz eiz deiz ehan da velet hasikour a zeuche d’ezho. —Ar c’hiz a oa en amzer-ze da rei eur pennadik d’ar c’heariou da c’hortoz skoazel digant tud ho zu : ma ne teue ket ar re-man, kear a blege. — Ha setu ar pez a reaz tud ar Roc’h. Goudeze, ar Zaozoun a laka freuz er vrô-ze, dreist holl e Perwenan (Penvénan). Perwenaniz a zavaz drouk ennho ; renet gant eun dichentil euz ho farrez, e saillont var ar Zaozoun, ha drailla a reont anezho e Kroaz-ar- Brabant, eun hanter-leo diouz ar bourg : ne dec’haz ket eur Zaoz hebken. Eur voaz a oa eno, ha ker ruz a oa he dour goude ar stourmad, ma oe hanvet Goaz-ar-Goad. En eur vont diouz an Henbont da Blouarmel, sou- darded Montfort, en ho fenn ar Zaoz Thomas Agworth pe Dagorn, a zigouezaz gant re Charlez Vleiz. Ar re-ma a gollaz eur c’hrogad e lannek Kadoret, parrez ar Gevel (Forges), ar 17 a viz even. Tri miz goude, ar 26 a viz gwengolo, Yan Vontfort a varvaz trum en Hentbont. Sebeliet e oe en iliz ar Groaz- Santel e Kemperle. Azalek neuze, tu Montfort neuz penn ebet. Yan a zo maro ; he vrek, follez, dalc’het kloz en eur c hastel e Brô-Zaoz, ho mab a zo re zister c’hoaz. Mes Edouard III Digitized by GoOglC — 344 -