Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/463

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

C — 345 — tachen ar c’hrogad. Mont a reont d’ar re a zo o tiouall Dagorn, terri a rcont he chaden, hag heman kerkent a red adare da Vleiz An treac’h a zo d’ezhan. Charlez neuze a zonj tec’het kuit. Mes ar Zaozon a gerz var he lerc’h. E-tal eur vcill-avel (milin-avel) ema Bleiz. Skei a ra gwella ma c’hell evit difen he vuez. Hogen, he unan e tap triveac’h taol kleze. Ar Zaozon a lavar d’ezhan plega. « Plega d’ar Zaoz ? emezhan. Biken !... D’eur Breizad ne lavarfen ket. » Bernard ar Chastel a zeu eta d’he gaout, ha Char- lez a ro he gleze d’ezhan. Kaset eo d’eun telt gant tud Bernard, Bretouned an darn-vuia anezho. Truez ho deuz ar re-ma outhan. N’eo ket souez : ar goad a rcd deuz he drivac’h gouli. Lakaat a reont anezhan var eur c’hol- c’hed plunv. Mes setu Dagorn o tigouezout. Drouk a zo ennhan abalamour eo bet tapet diou vech gant Charlez, ha didruez e lavar: Taolit anezhan var eur guchen blouz ! mad avoalc’h eo evithan !... Charlez ne lavar seurt. Kin- nig a ra poan ha dismegans d’Hor Zalver Jezuz. Antro- noz eo kaset da Geraez, ac’hano da Gemperle, goudc da Vened, hag erfin da Vro-Zaoz d’ar prizoun. Ar Zaozon, cboumet ar Roc’h gantho, a zo didruez e kenver ar gouerien. Per Graon ha Per Dori a zestum neuze eun dournad soudarded euz a du Bleiz, hag a gerz var ar Roc’h. Per Graon a lavar e roio hanter kant skoed d’ar zoudard a vezo da genta e kear. Pemp den dioustu a gleuz dindan ar môgeriou, hag ho laka da goueza en ho foull var hed hanter kant troatad. Eur zoudard a ya e kear, hag ar re all var he lerc’h, hag ar Roc’h a zo kcmeret. Kement den a zo eno a zo lazet ncmet daou c’hant hauter-kant soudard eat da guzat er c’hastel-krenv. Plega a renkont ivez (miz eost). Silvestr ar Fouillez a ya da ambroug anezho bcteg dek leo diouz kear egiz m’o deuz goulennet hag a zo lavaret ober. Hent Kintin a heuliont. P emaint ho-unan, ar gouerien a ya d’ezho hag a laz an hanter anezho. Ar re all n’int tam eürusoc’h, rag pa zigouezont e Kin- tin, ar vicherouricn a lam varnho, hag o laz holl beteg an diveza. (Da gendelc’her). Digitized by GoOglC — 346 -