Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/445

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 327 —


Hogen, al lezen o cliomm evel nVema-hi, n’hon euz tammik fizianz ebet. Disklerya a reomp eta ne c’heller ober taol essea ebet var an eil zeurt Emgleo da lavaret eo : lezen an Iliz dimezet gant lezen an Disparti, e gallek: (Associations canonico-légales). Nann ne cheller ket ober taol essea ebot evelse keit ha ne vezo ket merket sklear-beo, dre lezen leal, e chommo dinam hag assuret da viken guiriou ann Iliz savet gant Jesus-Krist, e chommo dislabezha miret mad evit ato, guiriou padus ha galloud ar Pab hag hini ann Eskibien var ar madou ret d’ann Iliz, dreist-holl var ann ilizou, ébars seurt rummou Emgleo. »

Hag, e guirionez, Hor Breudeur ker, keit ha ma chommo lezen an Disparti evel nVema-hi, kaer e vezo klask sevel Emgleoiou hervcz al lezcn evit ho lakaat a zindan daouarn ar Pab hag ann Eskibien, atao e vezo guir kement-ma : galloud ar Pab hag hini ann Eskibien ne badint. nemet keit ha ma plijo gant tud ann Emgleo ho anaout, ha, pa c’hoantaint en em denna euz dindan galloud ar Pab hag an Eskibien, n’eo ket d’ar re-ma mes da varnerien laik e vezo dougen barnedigez, lavaret ar ger diveza divarbenn seurt trabas. Ar varnerien laik-se a c’helfe lakaat tud, enem zavet a eneb ann Iliz katolik, da veza pcrcTien d’ann ilizou ha da vadou an ilizou. Fazia a rafet kalz o kredi Jiag o lavaret penaoz ar Pab o teuler a gostez ar zeurt Emgleoiou, ne glask ket ebken silvidigez ann Iliz, e Frans, hag hen deuz eur mennoz all distag diouz ar relijion, hag ive kasoni ouz goubari ar Republik e Bro-Frans Pi X, gant ar brassa fae enn he galoun a deu da ziskuilla eo mcllou gevicr ar rebechou-ze ha re all henvel outho, hadet etouez ann dud cvit lakaat drouk er sperejou.

Hor Breudeur ker, ni a zao hor moueziou gant mouez H. T. S. ar Pab, a eneb ar gevier-ze. Nann, nann, n’emaomp ket e chal gant traou ar bed, gant ar politik. Meur a vloaz zo c valeomp gant ann hent merket deomp gant H. T. S. ar Pab, oc’h en em unani hebken da zifen ar Feiz katolik, hag o tigemeret an doare gouarnamant choazet gant ar Frans.

Pell amzer zo (er bloaz 1891), arc’heskop Paris a lavare dichek : « Ann hini hen deuz c’hoant da arvesti,