Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/446

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

by GoOglC gant bolontez vad ha lealdet, e pe du eo troet ar spe- rejou enn hor bro, a c’hell gwelet daou dra. Ar Frans ne fell ket dezhi chench doare gouarnamant; hogen ne fell ket dezhi ken neubeud e ve klasket trabaz ouz ar reli- jion. » Lavaret hag aslavaret a reomp assamblez, hirio, ke- ment-ma : ni a c’houlen ra ne vezo ket, en despet d’ar Frans, diazezet ar Republik var lezennou digristen. Er bloaz 1886, pa skoaz an taoliou kenta var ar sko- liou kristen hag ar Relijuzed, ar c’hardinal Guibert, var ar mare da beur-echui eur vuez hir ha santel, a lavare da Brezidant ar Republik ar c’homzou kalounek-ma, komzou eun den hag a gar he vro, komzou mad da lavaret c’hoaz hirio : « O kerzet dre ann hent m’eo eat ennhan ar Repu- blik, hou-ma a c’hell ober kalz drouk d’ar relijion, hogen n’hel lazo ket. An Iliz he deuz bet trubuillou all, gouzan- vet barrou arne gwassoc’h, hag ema-hi beo c’hoaz e kaloun ar Frans. Den ne c’hello tamall nag ar veleien, nag an Iliz da glask dismantra ar c’houarnamant lakeat etre ho taouarn ; c’hui a choar ervad n’ema ket ar c’hiz ganeomp d’en em zevel a eneb ar vistri. Ar gloer a gen- dalc’ho da c’houzanv gant pasianted; pedi a raio evit he enebourien, pedi a raio Doue d’ho sklerijenna ha da lakaat muioc’h a lealded eun ho c’haloun; hogen, ar re ho deuz savet ar brezel difeiz-ma a gavo ar maro ennhan. Ous- penn-ze kals dismantr a vezô guelet araog ma tarzo dei- ziou kaer var horbro muiakaret. Ann ioulou dismantruz a veler dija, siouaz ! o tihuna, a denno kals rauioc’h a veac’h estreget an traou direiz a damaller e gaou d’ar veleien. Hag epad ar barr-amzer fall-ze, pa ne gavo mui ann ioulou dijadennet netra santel da herpel outho, ra blijo gant Doue ne deuje ar vro da goll he brud ha betek he frankis zoken. Deuet var va zivezadou, araog mont da renta kount daZoueeuz deveriou va c’harg, am euz sonjet en em zizamma e kenver seurt darvoudou. « Goulskoude diez e kavjen peur-ober al lizer-man hep » lavaret am euz fizians ne lezo ket ar Frans lemel di- » gant-hi he c’hredennou santel, kredennou hag ho deuz » great he nerz hag he brud enn amzer dremenet, ha » savet anezhi er penn huela etouez an holl boblou. » Ni ive, Breudeur Ker, a fell d’eomp diskleria ez omp