C a reont krenn ha neat, e chouzanvint peb tra evit ken- delc’her da boania evit silvidigez hoch eneou. Hon T. S. ar Pab Pi Dekved, o tigas d’eomp he Lizer meur, hen deuz douget mad tre ar garg bet digant Done da viret divoulc’h ha dinam tenzor ar virionez ha diazez ann Iliz Santel katolik. Karg ha galloud ar pennou kenta da reiza ar rummou kristenien etrezho: setu aze diazez an Iliz savet gant H. Z. Jesus-Krist. An lliz a zo eur rumm vraz a gristenion gouarnet gant pastored sentuz ouz ar Pab, ho Mestr. Ar bastored-se hebken ho dcuz guir ha galloud da reolenna kcment tra a zell ouz stad ha servich ar relijion. Hogen, lezen an disparti a fell d’ezhi rei d’ann Iliz, enn hor bro, eur reolen nevez, savct hebken dre c’halloud tud laik. Disklerya a ra ne anavez mui, evit kenderc’hel ann ofisou santel, nemet Kevredigeziou pc Emgleoiou savet, euz ho fenn ho-unan, gant tud laik ar vro, gouarnet gant-ho hervez ho mennoz ha reolennou - reolennou hag a chen- chint pa garfont. Enn eur pennadik euz Lezen ann Disparti (art. 4) e rear an neuz, dre gomzou goloet ha troidelluz, da anaout ar renk dleet etre peb rumm etouez mistri ar gristenien; hogen, enn eur pennad all larkoch (art. 8) e veler sklear mad eo dislavaret kement-se, ha, ma savjc tabut, e vije, n’co ket d’an Eskop, mesd’nr c’houarnamant laik (Conseil d’Etat) lavaret ar ger diveza. An dra ze a vije rei d’ann Iliz eun doare gouarnamant laik. Pi X hen deuz kondaonet eur seurt reolen, hag hen ober a dlie. Setu ama he varnedigez : * Ann Emgleoiou evit servich ar relijion, en doare m’int gourc’hemmennet gant lezen an disparti, ne c’hellont ket beza savet hep bresa na mezaoui ar guiriou sakr a ra buez ann Ilizhe- unan. » Dre ar c’hoant bras hen deuz da viret ne ve rouestlet ar gristenien gatolik a Frans etouez ar freuz a zo erru varnho, Hon T. S. ar Pab, hen deuz klasket gouzout ha gallet e vije lakaat eun tamm unvaniez bennag etre ann Emgleoiou laik ha lezennou santel an Iliz : « Plijet gant Doue, eme ar Pab, Hon divije an distera fizians da c’hellout, hep tcrri guiriou Doue, klask ober eun taol essea bennagevclse, ha dizamma dre-ze hor bugalemuia karet euz ho spount dirag kement all a drubuillou skrijus.
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/444
Neuz