Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/441

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

trouz ar bed, dilezel pep sonj all evit sonjal hebken en Doue mac’h en em erbeder outhan hag er grasou a zeuer da c’houlen diganthan. Petra da. c’houleii, pa. beder ? Daou seurt madou a c’hell an den da choantad ha da gaout : Madou ar vuez-man, Madou ar vuez da zont. Ar re genta ne dalvezont nemed evit ar bed-man, ar re all a zo evit an eternite. Var bouez kement-man sant Aogustin a lavar : Ne petas a magno parca, magna ora, cjelestia ora. — Penaoz digant eun Doue eternel goulen madou bresk an amzer ? — Penaoz digant Roue an envou goulen hebken danvez an douar ? Goulennomp da genta ar baradoz hag ar pez a zo red evit her gounit, neuze an nemorant a vezo roet d’eoc’h var ar marc’had. Goulennomp eta : 1° Arc’hraz da bedi, an doare da bedi ervad. — Ac’ha- nomp hon-unan ne c’houzomp na petra da c’houlen, na penaoz her goulen. Spered Douc, spered difazi, spered a sklerijen a c’hell hebken hen deski d’eomp. 2° Goulennomp c’hoaz eur vuez e guirionez kristen, eur vuez leun a habaskder, a feiz, a esperanz, a garantez diazezet var eur goustianz leal ha guirion ; 3° Goulennomp ouspenn gras hag harp Doue, evit ma c’hellimp, renet gant he Brovidanz, kerzet atao gant an hent mad. 4° Goulennomp erfin eurustcd an envou, kaêr awalc’h e vezo al loden ze : Non sunt condignse passiones hujus s&culi ad futuram gloriam quse revelabitur in nobis. Petra eo poaniou, labourou, kroaziou ar vuez-man dirak ar gloar dreist vuzur a vezo roet d’eomp eun dervez da zont. Koulsgoude, n’eo ket difennet ouzomp goulen digant Doue madou an douar; daoust pegèr bresk int ha pegen nebeut int goest da ober hor guir eurusted, eo red mad Digitized by GoOglC —