Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/442

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

324 — ho c’haout evelato evit ober heb re a boan hon treuz var an douar. Mes ma c’hellomp ho goulen, eo red mad diazeza hor peden var an daou bost-man : 1° Red eo ho goulen evit hor zilvidigez, evit ma raimp anezho eun implij santel, ha n’eo ket evit klask ennho peadra da vaga techou fall eur galon direol. Evit eur guir gristen, ar bed-man n’eo nemed eur gorniel zouar estren, a ranker, dre galz a boan, dadreuzi abarz erruout er vamm-vro. 2° Red eo en em rezolvi d’ar pez a blijo gant Doue. Doue a c’hoar guelloc’h evidomp hon-unan petra zo mad d’eomp. En eur ober skouarn vouzar ouz lod deuz hor pedennou, e tiskouez he vrassa madelez en hor c’hever. Evit kaout eun desteni anat a gement-man, n’eoketred mont pell: diskennomp en hor c’halon hon-unan. Pet guech ha pegeit amzer n’hon deuz-ni ket tourniet an Aot. Doue evit kaout ar pez a zeblante dleout hon lakad laouen hag a zo deut da vcza evidomp koulsgoude eur mean-ruill dindan hon troad, eun drean spern en hor c’halon, eun tam pri var hon ehe paour! Pet guech all, er c’hontrol, eo, e kreiz ar boan an dris- tidigez, ar c’hlenved, e tistroomp guella ouz Doue. Pe da vare pedi ? Evit lavaret mad, hor buez hed-ha-hed ne dlefe beza nemet eur beden. Koulsgoude e tleomp dreist oll pedi : 1° Da vintin evit trugarekad Doue d’hor beza dalc’hed e buez. Evit goulen digant Doue an nerz a zo rcd da gaout evit en em viret, epad an deiz a zigor, diouzpep droukhapeb pec’het. Penaoz var iun, kaout nerz da ober labourou tenn ? Penaoz, heb rei magadurez d’an ene dre ar beden, kaout bolontez start da ziarbenn pep pec’het divar hon hent ? 2° Pedi da noz : Evit goulen pardon euz ar pec’hejou kometet. Evit trugarekad euz ar vad hon deuz marteze great. Digitized by GoOglC —