Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/440

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

— 322 — D’an trede. Pedi gant feiz ha kenderc’hel da bedi. Kalz a bed heb dalc’h d’ho feden. Goude pedi eun nebeut amzer e falgalonont ha ne bedont mui. Si uts, potes me mundare; peden ar Gananéen... Petra da ober evlt. m« veaso mad hor peden ? Ma or beuz c’hoant guirion da bedi evel ma fell da Zoue eo red d’eomp : 1° Sonjal ervad a beger braz talvoudegez eo ar beden. 2° Lakad ar spered hag ar galon er stuz ma zeo dleet, en doare deread evit pedi mad. Da genta. Red eo sonjal a beger braz talvoudegez eo ar beden. — Pe me a raio nao, pe me a raio kazeg, ne ran ket kalz a forz ; n’euz netra etre hon taoliou, a lavar an hini a zo o c^hoari da fall. Da betra poania kement all da ober, er park-man, Iabour a zoare ? Kaer a vezo, en he-man ne vezo netra vad biken ; a lavar an hini a ra labour aner. Mes pa lavar eun den : dioc’h ma rin e kavin ; ouz ar pez az an da ober eo stag va enor, va danvez, va buez, eurusted kement a garan. — Neuze, evit dont a ben d’hen ober mad, e lakit hoc’h oli evez, hoc’h oll izign. hoc’h oll nerz, hoc’h oll amzer. Er memez tra, ma lavarit: Da betra poania da bedi ; petra a vad a zigaso din-me ar beden ? Neuze e pedot fall. Ma lavarit evel ma tleit ober : Ar bcden eo baz ar beachour en hcnt, ar beden eo nerz ar galon er stourmad, sklerijen ar baleer en noz. — En eur ger, ar beden eo alc*houez ar baradoz, neuze e pedot mad, rak lakad a reot hoc’h oll boan evit hen ober. D’an eil. Red eo araok koumanz ar beden beza en em lakead er stad da c’hellout pedi ervad : Ante orationem prapara animam tuam. N’eo ket pa vez krog an tan-gwall en ti, eo sonjal toulla eur punz evit kaout dour <Ther mouga. N’eo ket var cun dachen letoun, douar lann eo hada greun, red eo evit kaout eun dra benag terri an douar a ziagent. Evelse ive, abarz kregi da bedi eo red evel pa lavarfen dastum he spered hag he galon, serri he ziouskouarn ouz Digitized by GoOglC — 323 —