FRANCES
Ho ! ho ! va c’henderv hrao, chenchet oc’h euz micher ? Mar d'eo o pedi Doue tremenit hoc’h amzer. Klevet m’euz lavaret e teu d’an den spered Pa vez koz… Kamarad, c‘houi a zo goall goseet.
IZAAK
Tavit ho farserez, Francès, rak me n’oun ket Var va zu da c’hoarzin hirio vel ma velet.
FRANCES
Me em boa koulsgoude eur c’helou da rei d’eoc’h, Eur c’helou braz…
IZAAK
All ! pe seurt kelou zo ganeoc’h ?
FRANCES
Eur c’helou hag a mi d’eur c’hristen vel ma ’z oc’h Eur hlijadur dispar.
IZAAK
Komzit eta buhan,
Rak n'em euz ket amzer da goll ganeoc’h aman.
FRANCES
Selaouit mad, Izaak, va c’henderv, selaouit, Hag evit klevet guell va c’helou, digorit Ho skouarn deo kerkoulz hag ho skouarn gleiz; N’oc'h euz mui da zrailla pedennou aleiz Evit ho mestr, an Aotrou Keriolet.
L. G.
(Da gendelc’her).
Gant ar c’har e vez nezet gloan ive. Evit se e lammer kuit ar verzit beg toull hag e lakear eur verzit beg moan ha lemm. Ar gloan nezet a vez dastumet e dro d’eur gorzen, var ar verzit, hag a zo eaz da lemmel kuit.
Ar gloan goude beza bet goalc’het mad a vez enkardet. An enkardou a zo daou dam koat plat, henvel deuz diou bal vian, hag o deuz eun hanter troatad lec’het, da