Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/432

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

viana, ha kement all a hed, pe dest, gent eun troad, evel eur skrivel ; dent o deuz ive evelthi, hiroc’h koulsgoude, dent dir moanoc’h eget spillou, eun tammik pleget dre an hanter. Ar gloan pe ar pitouillez, pilpouz, a vez astennet etre an enkardou ha freuzet ha kribet gantho, lakeat a zornadou skanv, eaz da neza. Ar verzit o trei a laka tro er c’hloanen, houman a asten etre ar biziet, ha pa vez hir aoualc’h, en dro rod en tu gin, a zastum anezhi var ar verzit.

Pa vez echu da neza, an nezerez e laka he c‘har a gestez evit kregi en eul labour nevez. Lakad a m ar ganel vian leun a neud var eur marc’h-kaneller benag : eun aël moan etre daou dam koat en ho zu. Gant an traonwil neuze ez a da ober kudennou. An traouwil a zo henvel deuz eur rod en he za ha ne deffe kammet ebet ; dalc’het eo dibrad deuz an douar gant eun troad da jomm en he za he unan. En tread, a gostez ez euz eun ibill houarn ha var he-man e ma mouel an traonwil. Er mouel ez euz sanket pemp pe c’huec‘h tam koat great evel eun T ha var c’horre, var gein an T eo e vez lakeat an neud, kuden ha kuden ; an traonwil a ia en dro gant ar biz. Pa vez leun an traonwil, teir pe beder guden, e vent lamet kuit, poellet, pleget ha lakeat a gostez.

Pa veze erru tano ar c’hreziou, pe, pa veze hano da fortunia eur mab pe eur verc’h (rak komz a ran deuz guechall), e teue da zonj d’ar vam deuz he neud. Poent eo d’ar guyader dont. Hi a rank da genta lakad he neud var ganellou braz abenn ma teuio ar guyader da steui.

Kemeret a ra eta an estell. En estell ez euz eun drener pe eun aël, eun ibill houarn en he za var eun troad. Var an-aël-ze ez euz daou dam koat kroajet a blad, eun toul e kreiz pep-hini evit an aël. E pep hini deuz ar peder ban-ze ez euz great toullou evit derc’hel ar bizier estell en ho za ; hag en dro d’ar bizier-man eo e vez lakeat ar guden var he had, da zibuna. An neuden o tont var ar ganel vras lakeat tro ennhi gant dornikel ar marc’h-kaneller, a ra d’an estell mont en dro ive.

Pa vez dibunet aoualc’h evit eur viad, e teu at guyader da steui. Digas a re ganthan he varc’h-steuer : Eun nebeut postou en ho za hag etre-z—ho peurvuia deg guialen houarn pe goat evit lakad ar c’hanellou. Etal eur voger