Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/430

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

DigitizedbyGoOglC — 124 — Souezet meurbed ez oun ! Ne ’z euz ket eun heur c’hoaz Me am bije roet gounidegez eur bloaz D’an hini vije deut da rei d’anaout d’in Tlie Keriolet d’an diaoulou trei kein. Chommet oun sebezet.... An teodou zai en dro, Ha sur oun, dizamant an oll a lavaro : ’N Aotrou Keriolet a rea goap ouz Doue, Divar goust an ifern hag an diaoul e c’hoarze ! Ah! ah! Lezet en deuz ar zon-ze a gostez, Ober rai pinijen ar rest euz he vuez. Guell a ze velato, ma touj breman Doue.... Gant ma chommo atao eün var an hent-se! Mes klevet a ran trouz. SEISVET PENNAD FRANCÈS, IZAAK francès Choui, Izaak, ken abred ? izaak Ia, Francès. francès Daoust ma ’z eo erru koz, eur c’hi mad A gar c*hoaz avechou redeg varlerc’h ar c’had. izaak Ma n’oc’h euz ket traou all bravoc’h da laret d’in..... fbancès Ah! mezaoun ne ’z oc’h ket var ho tu da vintin, Ret e vezo marvad komz d’eoc’h var an daoulin..... Mes.....ma komzan brao d’eoc’h, c’houi laro marteze Perag ez oc’h aman ken abred o vale ?... izaak Kredi ran e c’hellan, evel an oll gristenien Dont aman tal ar Groaz, da ober va feden. Hag ouspen, klevit mad, eur marmouz veldoc*houi Ne zifenno ket d’in mont er meaz euz va zi, Evit dont, m’am euz c’hoant, dirag kroaz hor Zalver Da laret bep mintin ha bemnoz va * fater ». Digitized by GoOglC - 125?- fr