— 123 — KERIOLET Evit he goalc’hi mad me rai ar pez so ret, Mesgoude, Mathurin, goude ma vezo goalchet Vit va oll fec^hejou, penaoz chellin paea ? MATHURIN Doue a ziskuezo an hent c’heuz da heulia. KERIOLET Evit eur pec’her braz, siouaz, vel ma ’z oun-me Ne ’z euz nemet eun hent da vont da gaout Doue. MATHURIN Guir livirit, Aotrou, ne ’z euz nemet eunhent, Mes an hent-se a gass d’an envou kalz a zent, An hent-se zo hannvet hent striz ar binijen, Kemerit anezhan, na zistroit ket ho penn Da zellet var ho lerc’h, dalchit mad, da c’hortoz Ma plijo gant Doue rei d’eoc’h he Varadoz. KERIOLET Vit ober pinijen, me lez va feadra, En eur gouent benag, me fell d’in ’n em denna, Mathurin ; ha raktal evit se ’m euz sonjet Mont da c’houlen digor da di ar Chartreuzed. MATHURIN Ah! perag eo maro ho mam, an itron vad, Daelou a levenez vije ’n he daoulagad, O velet he mabPer o kemeret an hent A ziskoueze d’ezhan. Ia, kerzit d’ar gouent, Eno, hed ho puez, c’houi a rai pinijen. Heb dale hoc’h ene deui da veza ker guen Ma chommo an Elez souezet ouz he velet. (Klevet a rer ar vugale b kana an trede kouplat). KERIOLET D’ar Zent ha d’ar Verc’hez o d’euz va diouallet D’eomp breman, Mathurin, da lavaret bennoz. CHUECHVET PENNAD FRANCÈS (he-unan) Adreg ar c’harz edon 0 selaou anezho, Klevet am euz ar pez lavarent etrezho,
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/429
Neuz