mathurin Penaoz oc’h euz gallet tec’het deuz al leac’h-se ? keriolet Oc’h ober sin ar groaz, o laret adare Va « Ave Maria >•, ha sur oun, ar Verc’hez Euz lein ar Baradoz deüz klevet va mouez ; Rak kerkent em guele ez oun en em gayet Beo mad dre c’hras Doue ha da vad difunet. Mez piou a lavaro pebeuz spount hag anken A zo var va spered ! nan, den na c’hell kompren. Pa velan ar bern fang a zo var va c’halon, Ah! paour kez Mathurin, penaoz goulen pardon ? Penaoz c’helfe Doue ouzin ober eur zell ? (Koueza a ra d’an daoulin dirag ar Groaz). O Jesus, va Zalver, dirag ho Kroaz santel, Pec’her ma ’z oun ! karget a bec’hejou mezuz, Me ’n em daol d’an daoulin, hag ho ped, o Jesus, Dizamit va ene deuz bec’h he bec’hejou, Ha goalc’hit anezhan e goad ho kouliou. mathurin Fizianz, ñzianz, Aotrou, penaoz c’helfe Doue Chomm heb dont d’ho selaou pa bedit evelse ? keriolet Mathurin, me zo bet ker fall beteg hirio ! Mathurin An den c’hell chench atao, epad ma *z eo c’hoaz beo. keriolet Betegen n’em euz great nemet hada goall louzou. mathurin Mes c’houi c’hell ho leski e tan ar vertuziou. keriolet Em c’halon-me ne ’z euz met fank ha loustoni! mathurin Gant cun taol skubelen, c’houi a netai an ti. Digitized by GoOglC
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/428
Neuz