Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/427

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

— 121 — Santez Anna, marvad, e deuz ho tiouallet. Ah ! mil bennoz d’ezhi ha d’he merc’h benniget. Mes kontit d’in, mar plij, an uvre oc’h euz bet. KERIOLET Ar pez am euz guelet n’eo ket en eun uvre, Mathurin... Eat e oan e koulz mad d’am guele, Ha var dro hanter noz me ’n em zant o tisken Ker buhan a ma kouez ar glao deuz ar goabren, En eun toul doun ha striz evel eur punz, ha tenval Vel eun nosvez c’hoan pa n’euz ket a stered. Disken ran velse, a bez, korf ha spered, Va daoulagad spountet, digor e kreiz an noz, Hag heb gouzout, siouaz ! petra ’m oa da c’hortoz. MATHURIN 0 va Zalver Jesus. KERIOLET Kerkent en em gavan Etal dor an ifern, ha varnhi e velan Gant lizerennou tan ar c’homzou-man skrivet: « Lezit pep esperanz, pa ’z oc*h aman lounket. » Guelet ran eun toul striz evel ginou eur forn, Diouallet gant an diaoul, eur forc*h hirr en he zorn. Kaset, en despet d’in, doun ebarz en toul-ze, Kreiz an denvalijen a bep tu me vele Aered louz ha prenved var ar fank o ruza, Ha touseged varnon a bep tu o sailla. Me gerze en ho mesk heb klevet trouz ebet, Choant em boa da grial ha krial n’hellen ket; Gant ar moget fleriuz ez oan prest da vouga, Eun tan beo dre va c’horf rede hep ehana, Bete mel va eskern a zanten o virvi; Klevet a rean eur vouez, atao memez hini : Ped heur a zo sonet ?... Eternite..... Hag an oll dud daonet kerkent a nVher c hlevent, Vem lakea da iudal ha da skrigna ho dent, Ha me, ouz ho c’hlevet a lavare ive : Setu aze va lod vit an eternite, Daonet oun eveltho, daonet da viryiken, Ila va chalon em chreiz a oa leun a anken! Digitized by GoOglC — 122 —