Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/426

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

— 120 — KERIOLET Klevit ’ta, Mathurin, ar pez so a nevez, Abaoue hanter noz, me a gred e Doue. MATHURIN Ha klevet mad am euz ? Livirit adare. KERIOLET Ia, breman koulz ha c’houi, me a gred e Doue. MATHURIN Oh! pebeuz levenez em c’halon a zantan 0 klevet ho komzou, KERIOLET Ia, ia, kredi a ran. MATHURIN Mes perag e krenit o laret kementse ? KERIOLET Oh! ia, krena a ran, ha piou all ne grenfe Ha c’houi ive em lec’h, c’houi o peffe krenet, O velet, kreiz an noz, ar pez ’m euz-me guelet. Ia, krena a ran c’hoaz hag atao me greno Ken a ouezin ervad Doue am fardono. MATHURIN N’o pet douetanz ebet, Aotrou, var gementsc, Rak rei ar pardon eo micher ’n Aotrou Doue. Mes livirit, m’ho ped, ar pez oc’h euz guelet. Livirit d’in penaoz Doue ’n euz ho spountet. KERIOLET Oh! Mathurin, an noz a bez ’m euz tremenet E goueled an ifern, e mesk ar re zaonet. MATHURIN Hag an diaoulou, Aotrou, n’o deuz ket ho lalc’het * KERIOLET Nan, Mathurin. MATHURIN Neuze unan benagkrenvoch - Eget an oll diaoulou a zo a du ganeoc h. Digitized by GoOglC