Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/425

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

— 119 — MATHURIN Bremaig en em gavo, Francès, ha ma karet Gortoz, Kroaz ar Goz-Hent ne vo ket diskaret FRANCÈS Gortoz rin, Mathurin. MATHURIN Mad. FRANCÈS Ia, me a jommo, Bele guelet ar Groaz.. . ha neuze.... m’her lazo. MATHURIN Oh! Francès. FRANCÈS Yit an dud ’n em zav eneb Doue Hor c’halon e deuz bet atao re a drue. Her c’hlevet ran o tont; guell ve d’in marteze Araog vo digouezet mont eun tam a goste. MATH.URIN Ia, Francès, mad a rit. PEMPED PENNAD MATHURIN, KERfOLET KERIOLET Ah ! paour kez Mathurin, Var ho lerch e redan azaleg ar mintin, Rak hirio, c’houi hepken a c’hell va c’honsoli! MATHURIN Petra zigouez eta, petra zo a nevez ? Aotrou. KERIOLET Eun dra iskiz ha nevez em buez, Ha d’eoc’houi da genta fell d’in hen lavaret, Rak c’houi dreist ar re all a gendalc’h d’am c’haret! MATHURIN Ia va mestr, me a gar atao mab ar zantez E deuz bet evidon kement a vadelez. Digitized by GoOglC