Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/424

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

GoOglC — 118 — TREDE PENNAD , maTHURIN (he-unan) An Aotrou o redeg var va lerc’h ker mintin! Petra cTielfe beza? petra lavaro d’in? Goal zonjou adare a zo en he spered! Aoun em euz, kroaz santel vec’h hirio diskaret ! . PEVARE PENNAD MATHURIN FRANCÈS FRANCÈS Diskaret, Mâthurin, petra c’heuz lavaret ? Biken, tre ma vinn beo, d’an traon ne vo taolet. MATHURIN Ah! Francès, c’houi aman? FRANCÈS Ia, tonton Mathurin, Aman vên aliez, da noz pe da vintin, Evit diouall ar Groaz ez oar o klask diskar, Ha keit a ma vezo dindan va zreid douar Ne velot ket ar Groaz bruzunet a dammou. MATHURIN Ah! plijadur am euz o klevet ho komzou; Choui a zo eur c’hristen, Francès, vel hon tadotu Mes goude ma z oc’h bet, deuz ar maner tec’het? Livirit d’in, Francès, penaoz oc’h euz bevet? Kavet oc’h euz labour? FRANCÈS Ia, rak var an douar. Al labour ne vank ket nemet d’an neb a gar. E pep kear e kavan ha bevanz ha labour, Rak breman, Mathurin, me a zo devezour, Me ia a gear da gear, va benveg var va skoaz ; Hirio e troc’han lann e mereuri Fanch vraz, Pa m euz klevet kana, ez oun deut da velet Ha da c’houlen ouzoc^h doare Keriolet. Digitized by GoOglC