MATHURIN
An dud, va bugale, nan, ne ouient netra Mes eun dra burzuduz a deue d’ho spounta.
PER
Petra ’ta, Mathurin ?
MATHURIN
Den ebet na c’helle Tremen gant an ara, iskiz eo kementse, Dre al leac’h m’oa savet chapel Santez Anna.
LOIS
Den na c’helle arat ? Petra oa kaoz eta ?
MATHURIN
Kaer d’oa an dud komz brao pe rust ouz al loened Pa zigouezent eno, atao chomment mouzet.
LOIS
Guelet c’heuz anezho o chomm velse a zav ?
MATHURIN
Nan, n’eo ket ret guclet evit kredi eun dra. Mes her cThlevet am euz gant ar re d’euz guelet.
PER
Ha goude, Mathurin, petra oa digouezet?
MATHURIN
Goudeze, klevit mad, ha pell amzer goude, En dachen letoun-ze, hini ne dremene Heb ober sin ar Groaz.
LOIS
Heb ober sin ar Groaz!
MATHURIN
Ia, gant spount ha respet. Breman ez euz dek vloaz, Eun den deuz Keranna, hannvet Nikolazig, Aliez a velaz, e kreiz eur splander vraz Hor Mam, Santez Anna, ha ganthi e klevaz E peleac’h oa kuzet he imaj benniget. Ha setu, bugale, penaoz en euz kavet Nikolazig imaj hor Patronez karet. L. G. (Da gendelc’her/.