Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/392

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

91 — Lenn e leor an ene hag e kalon pep den, O velet pe seurt liou c deuz he stereden. Ilini Keriolet a velan mad aze Siouaz dre Jupiter, chenchet e deuz doare. Betcgen e lintre glaz bepred kreiz an noz, Hag hirio en eun taol ez eo guen, mil malloz. Unan benag ouzin a zo oc*h enebi Hag a ra d’he zonjou ha d’he spered trei. Mes, a pa ve ret d’in, vit echui va labour Gervel an oll diaoulou evit rei d*in sikour, Ar chad nedec ho ket digant ar chaseour. Ha pa veffe ret d’in beva c’hoaz pell amzer O klask va boued bemdez hag o lounka mizer, Me bromet d’eoc*h, Satan, eun deiz Keriolet E kreiz punz an ifern gancoch vezo losket. An dra man a dremen e « Lann ar Mont* ctnl kroaz ar Goz Hent KENTA PENNAD MATHURIN. PEH, BJEL, LOIS (messaerien) MATHURIN (amczet var eur mean c kreiz, ar vanden) Ia, va bugaligou, guechall goz ez euz bet, Ervez ar pez am euz dalc’hmad klevet laret, Eur chapellik dister savet en eur mezou Bet hanvet gant an oll, a bell zo « Bosennou ». Ma fz it eun dro benag beteg Santez-Anna Vezo diskouezet d’eoc*h ar park el leae’h ma oa. Hon tadou, bugale, a ie di aliez Da bedi Santez Anna, Rouanez bro Breiz. Ar chapel a gouezaz skoet gant ar gosni Velse Santez Anna en em gavaz heb ti. Ne oa jommet nctra met eun imaj kuzet En douar; varnezhan ar ieod a oa savet. riel Mes, tonton Mathurin, an dud ne ouient ket Ez oa Santez Anna bet evelse kuzet ? EIL LODEN —