Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/394

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

y GoOglC DIVAR BENN AR BREZONEG Labourat pe ficha lin Arbaluchen a zo eur skabel hirr, en eur penn anezhi ez euz eul laônen goad, ledan, stardet mad en he za hag hec’hriben araog. Ar penn all eo skabel ar balucherez. Hou-man a grok gant he daou zorn en tam lin hag a gass bag a zigass anezhan buhan var tremm al laônen goad beteg ma teu an tam ganthi c pep dorn. Neuze e laka adare an daou dam en unan hag e ra ar memez tra ken na chomm mui tam kanastr ebet etouez al iin. Dic’hrozet evelse, al lin a vezo breinaik great bleo anezhan gant ar chribinou. Daou seurt kribinou zo : ar re rouez pe boull hag ar re fin. Ar c’hribinou a zo great gant dent houarn lcm ag hirr sanket mad en eur planken a renkennadou tost ha tost. Var ar penn all deuz ar planken e vez lakeat cur mean pounner evit miret ne deufle ar c’hribinou deuz he blas pa vez chachet var an dornad lin a ia a dreuz an dent houarn. Ar stoup a chomm etre dent ar c’hribinou ha goudeze e vez peurchreat al labour var ar c’hribinou iin. An tam lin a zo mad breman da neza, ha da c’hortoz e vez stec’hennet ha lakeat a gostez. Evit neza e vez lakeat da genta ar skoden lin-ze var ar geiel a vez staget sounn deuz kostez kleiz an hini a zo o neza, evit ma c’hello, gant he bizied, chacha al lin a dammou bian. Dre ma teu an neuden er meaz c vez laket tro ennhi gant an inkin, ha pa vez erru hir aoualc’h e vez destumet en dro d’an inkin-ze. Neza gant eun inkin a zo difoun, kalz buanoc’h e rer gant ar c’har neza. Ar c’hirri-man ne ’z euz mui kalz anezho. Da genta ez euz eur planken teo var bevar droad, ha var eur penn deuz ar planken-ze ez euz eur stern evit ar rod. Hou-man a zo en he za hag e deuz peurvuia var dro daou droatad hueldet pe ouspenn. Gant he dorn deo an nezerez a gass ar rod en dro divar bouez eun dornikel. Bn dro d’ar rod e ma ar gorden gar great, a leverer, gant bouzellou girvi. Er penn all d’ar planken e ma kriben