Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/385

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

C — 84 — Da chadennou, deuz ’ta ! rak me garfe gouzout Pe te zo evidon pe me zo evidout. Rak vit bete vreman, n’em euz ket c’hoaz kavet Unan benag par d’in tro var dro, dre ar bed.... Achanta, ne deuit ket, breman pa ’z oc’h galvet Deuit eta da velet! va c’hleze zo lemmet, Va c’hleze n’euz skuillet epad va yaouankiz Goad aoualc’h ’vit liva ouspen kant dor iliz. Ia sur oun, krena ritdiragKeriolet! Dirazhan en ho raog kalz re all d’euz krenet. FRANCÈS Tavit, Aotrou, tavit, en han’ Doue me ho ped (A gostez ). ’Vit va Itron Anna, zo breman en Envou, Pebeuz anken klevet gant he mab ’seurt komzou ! KERIOLET Etre da zent, marmouz, petra leverez-te? FRANCÈS Aotrou Keriolet, pedi ran va Doue. KERIOLET Amzer aoualc’h o po d’her pedi el lann vraz Pa vo great ho labour ha diskaret ar Groaz. Kerzit eta duhont raktal da labourat, Kerzit, mevel daonet ; me fell d’in, klevit mad, He guelet raog an noz, a dammou d’an douar.... Ac’hanta, glevit ket ? breman ez oc*h bouzar ? FRANCÈS Aotrou, me n’oun ket great evit al labour-ze Rak, vel pep kristen mad, me ’m euz doujanz Doue Ha ne rin ket ar pez a zifen he lezen. KERIOLET [o tichouina he gleie) Sent, kristen milliget, pe raktal deuz da benn Bremaig goad a strinko hag ive an empenn. FRANCÈS Skoit ’ta, kentoc’h ez in da velet va Doue. E gloar ar baradoz velin ho mam ive. Digitized by