Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/386

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

GoOglC — 85 — keriolet Va mam, ah ! ia, va mam ! FRANCÈS M’he guel c’hoaz o pedi Dirag kroaz an Hent-koz. Evit douja d’am mam, ne dreuzin ket hirio Ho korf gant va c’hleze. Mes ma fell d’eoc’h chomm beo Tec’hit, tec’hit raktal, rak varc’hoaz marteze, Ma velan ac’hanoc’h, n’em bo mui a drue, Kerzit da glask labour, it da di eur mestr all. Aotrou, keit a ma kavin eun tam bara zegal Da Iakad em ginou, me lavaro bennoz D’ho jnam; mar d’oun c’hoaz beo, hi hebken a zo kaoz. Kredi ran oc’h euruz, hirio va mam garet, Evidoc’h oun chommet heb ober eun torfet, Rak evit plijout d’eoc’h ez oun bet mad eur vech, Pa ’m euz klevét ho mouez, oun chommet direbech. Ar vouez-se a gomz d’in, he anaout a ran mad, Aliez e karfen dont d’he ankounac’had. Pa c’houlen diganen beza mad el leac’h fall, Ez eo hirio ken dous, ken tener ha guechall: « Va mab Per, emezhi, dalc’h sonj mad em c’homzou Pe Doue gastizo abred da bec’hejou. » Doue! mar d’euz unan, m’her gortoz heb krena, Ha va oll dorfejou, m’en deuz c’hoant kastiza E kavo ac’hanon, hirio koulz ha varc’hoaz Enhent ar blijadur, rak n’oun ket re skuiz c’hoaz. KERIOLET Mad, vit plijout d’ezhi, FRANCE8 CHUECHVET. PENNAD KERIOLET (he unan)