C — 83 — Eget mistri ar bed, hag hennez a zifen Ober kement so fall a eneb he lezen. KERIOLET Hennez eo marteze a ro deoc’h ho kobrou Pa ’z eo guir e kredit disprijout va c’homzou, Senti ouz he lezen ha terri va hini. FRANCÈS Vel ma lare ho mam, Aotrou, guell eo senti Euz ar mestr zo en Env, evit senti euz an den Rak pa zeui evidomp ar mare da dremen Goude ar vuez-man, berr evel eun uvre, Me zonj mont da c’houlen diganthan al leve Gounezet em buez, rakse ne glaskan ket Eveldoc’h en ifern beza eun deiz taolet. KERIOLET En ifern, en ifern ! Ah ! paour keaz den spountet, Er bed all-ze ne ’z euz na Doue na diaoulou. FRANCÈS Ah!paouezit, aotrou, da laoskal malloziou Pe varnoc’h euz an Env kouezo ar c’hurunou. KERIOLET Bah ! an ifern, an diaoul, traou mad evit bugale, Eomzou, mad da spounta ar re gred anezhe Evidon-me biken ne grenin dirazho. FRANCÈS Aotrou Keriolet, c’houi eun deiz a greno. { KERIOLET Me krena, dirag piou ? Ar gurun o tarza N’hell lakad var va fenn eur vleven da oja. Kredi rit marteze e krenfen vel eur c’had Ma velfen eun diaoul dirag va daoulagad. Mar deuz eta diaoulou, me garfe ho guelet. Pell zo ho gortozan, mes lent int vel pesked. Ohé, Satan, deuz ’ta ; mar dout skuiz o leski, Me a ia, mar kerez, d’as klask ha da derri Digitized by GoOgl
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/384
Neuz