2 — Setu perag, bemnoz goude koan me a bed Hor mam Santez Anna evit Keriolet. francès Mad, me lavar d’eoc’h, me, n’hell ket Santez Anna Selaou ho pedennou, nan, nan. per Perag eta ? francès Divezatoc’h, Perig, c’houi glevo ’vit petra.... Ar pardon zo echu, an Aotrou deu d’ar ger. Lez ac’hanon d’ezhan da lavaret eur ger. PEMPET PENNAD FRANCÈS KERIOLET keriolet Perag n’oc’h-hu ket deut d’am chlask araog an noz ? francès* Aotrou Keriolet, aman oann o c’hortoz. keriolet (drouk enn/ian) Ah! Ah ! abred oc’h euz echuet ho labour ! Eun diaoul benag marvad a zo deut d’ho sikour, Da ziskar ar groaz koz evel ’m oa lavaret. francès Da ober al labour oc’h euz d’in kemennet Ne ’z euz deut den, Aotrou, piou garfe hen ober ? Rak diskar ar c’hroaziou n’eo ket c’hoaz va micher. Kroaz an hent koz a zo, atao soun en he za Habiken vadorn-me ne rai d’ezhi koueza, Hen lavaret em euz, laret ran a neve. keriolet Malloz ruz, piou zesk d’eoc’h komz evelse d’in-me ? Ha n’eo ket me ar mestr, ha c’houi Fanch ar merer, Daoust ha n’oc’h ket d’in-me mevel ha servicher Evit obcr raktal ar pez a lavaran d’eoc’h ? francès Ia, mes en Env ez euz eur mestr all kalz brasoc’h Digitized by GoOgl
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/383
Neuz