Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/360

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

DTVAB BENN AB BBEZONEG Kement tra a zo talvouduz d’ar brezoneg a gavo dor zigor el leorik-man, great eo ,evit se, koulz lavaret, ha karet a rafTemp ne daffe netra da goll deuz hor yez koz. Feiz ha Breiz e deuz sonjet e ve mad dastum piz ar ge- riou koz, ar re n’int nemeur anavezet, pe da viana, n’int anavezet nemet en eur c’horn benag deuz ar vro, pe gant eun nebeut re ha ne gavont tro ebet d’ho rei d’anaout d’ar re all. Eun dra vad e ve eta ho moulla aman, gant aoun ne ’z affent en douar gant an dud koz, ha diveza- toc’h, pa vezo deuet ar mare, e vezo easoc’h ober eur leor nevez (eun dictionnaire) hag a vezo ennhan tost da vad an oll geriou brezoneg. Ar re a anavez geriou ha ne maint ket en dictionnaire a zo pedet da gaout ar vadelez d’ho digas da Feiz ha Breiz. Evelse pep-hini a lakai he vou- den evit ober ar c’hleuz da ziarben enebourien ar bre- zoneg. Meur a vicher ive a oa guechall en hor bro ha ne vezo mui hano anezho heb dale. N’euz ket c’hoaz daou-ugent vloaz, an dud divar ar meaz ne lakeent da bemdez ha da zul aliez, nemet dillat great er gear, kreziou lien fetiz, chupennou, brageier brosiou berlanj evel zo c’hoaz e kostez Kerne. Ma ne oaint ket goall flour, ez oaint da viana mad deuz an uz. Breman ne veler nemet traou prena, hag ar guyader koz, pa vezo torret he stern, ne lakai ket ober unan nevez. Al lin hag ar c’hanab a ia kuit, ha gloan hon denved a zistro d’ar gear pa vez bet nezet el leac’h-all. Boull eo en hor bro ar re a oar neza neud ha gloan. Komzomp eta divar benn al lin ker brao da velet pa vez e bleun. Al lin a fell d’ezhan kaout douar trempet mad ha munud, ha p’en deuz ar pez a blij d’ezhan e teu buhan ha brao. Eur parkat lin e bleun, branzellet ha luskellet gant an avel a zo henvel beo deuz ar mor glaz leun a vuez. Deuz ar bolc’h e c’houzer pegoulz e vez mad da denna. Neuze e teu an amezeien d’an dennadeg lin, ha goude al labour e vez peurvuia kot guiniz da goan. Pa vez c’hoant da ober lin du e vez ledet al lin var ar park dre ma vez tennet. Eno e chomm eun nebeut derveziou, dindan an amzer, ar gliz hag an heol tom a ra d’ezhan Digitized by GoOglC