Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/361

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

— 64 — dua. Bemdez e rank beza troet hag an dra-man zo eaz da ober gant eur vaz hirr. Pa vez c’hoant da gaou lin guen, e vez dastumet a zornadou evit beza ranvet. Ar ranvel a zo eur c’hribinou braz ha boull, diazezet start var eur bank pe eur skabel hirr, e pep penn deuz ar bank ez euz eun den, hag an eil goude egile e skoont er c’hribinou gant eun dornad lin evit dis- taga ar bolc’h. Goudeze e vez kaset al lin d’ar poull da ogi, eur mean benag varnezhan evit ma chommo dindan an dour. Ar bolc’h a vez lakeat var -al leur da graza araog beza dornet. Pa vez og al lin e vez astennet var eur park letoun benag da zec’ha, ha goude e vez dastumet ha great hordennou ganthan; e leac’hiou zo e vez stec’hennet ha plcget dre an hanter, a zornadou, ha gweet eun nebeut. Erru ar mare da labourat al lin: da genta e rank beza pilet pe en eul laouer vean gant eun orz koat, pe var al leur dindan treid ar c’hezeg; e meur a leac’h e vez astennet var an hant braz, ha daou pe dri c’har a dremen varnezhan beteg an abardaez. Evelse e teu al lin da veza souploc’h hag e vez easoch da vraeat. Ar vrac a zo henvel ouz eur c’hi koat ha n’en deffe nemet treid ha ginou. He c’harvagnou a ia an eil en eben, hag etrezho e vez lakeat an dornad lin da zibluska. Ar braeer gant he zorn deo a laka ar c’harvagn d’an eac’h da skei var an hini d’an traon, hag he zorn kleiz a dro hag a zistro al lin evit ma vezo brevet mad. Braeat eo labour ar oazed. Hini ar merc’hed goudeze eo paluc’hat. IMAD DA CHOUZOUT An Aotrou de Laigue, o chomm e Bahurel etal Redon, rener ar Revue de Bretagne, a ro d’eoc’h d’anaout oc’h euz, ma karit, eur prim kaer da c’hounit. Peder medalen en euz da rei d’ar pevar a gaso d’ezhan, e Brezoneg, eur pennad skrid divar benn hini-pehini deuz Sent koz Breiz- Izel. Choant en euz e ve ar zant-se unan deuz ar re nebeuta anavezet, ha karet a raffe e ve komzet deuz he bardoniou, he chapellou ha deuz ar c’hlenvejou a vez pareet ganthan, etc. Le Gérant: F. Gborgelin. Brest, Imprimerie de la Presse Libérale, rue du Chateau, 4 Digitized by GoOglC