per Nan, tonton Mathurin. Mes me gleo mouez Doue, Lavaret a ra d’in rei d’ezhan va bue. Goulen ra diganen labourat evithan ; Em c’halon her c’hlevan vel pa gomsfen ganthan. mathurin Neuze bez dizoursi, rak eun deiz pe eun all Doue a zigoro daoulagad ar re zall, Da dad lavaro « ia Mes peleac’h eo chommet ? Per Ar pardon, Mathurin, d’ezhan a zo plijet. Hag ar chist a zo mad. mathurin Hag emberr en distro Var ho divesker sempl, kalz tud a vranskello. per Mab Langroez, el lannec zo nevez tremenet En eur gana. Hennez d’ar gear en euz kaset Meur a skudellat chist; hag he c’hreg d’euz guelet Va zad o komz gant an Aotrou Keriolet. mathurin (a gostez) Evit ar memes tra divar benn he dachen. per Klevit eur c’helou all: Mevel Guigner Kerlenn En euz lavaret d’in en euz ive guelet Dec’h da noz, Izaak, ar sorser koz, azezet El lannec var eur mean; krenchat a re en er Ha lakad da iudal ar chass dre ar c’harter. mathurin Ah! Siouaz ! goaz a ze, ma teu Izaak en dro, Rakbeza vezo c’hoaz goall euriou barz er vro. PER Choui a gred, Mathurin ? mathurin Ia, rak ne garan ket Guelet en hor bro an den-ze milliget. Lavaret ve zoken : Pa dremen en hentchou Ar maro gant he.falc’h a gerz var he roudou. per (Kroajet he zaouarn) Diouallit ac’hanomp, o mam Santez Anna. (Da g*ndelc9her). Digitized by GoOglC — 63 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/359
Neuz