Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/358

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

— EIL PENNAD MATHURIN, FRANCÈS, PER. (Füior Keriolet) PER Ohe! Francès, ohe, deuit da stag ar zaout FRANCÈS Dioc’htu; — ... Ne vank hini? PER Nan, hini, mes ar maout En euz klasket kement mont e park ar guiniz Ma ’z oun, forz da redeg, deut da veza goall skuiz. (Francès a ia er meat). MATHURIN Deuz aman em c’hichen, Per, azez var ar mean, Da c’hortoz ma sono an heur da vont da goan Emberr te gousko mad pa vi en da vele. PER Ia, tonton Mathurin, mes e redeg velse, Lennan ket aliez leor an Aotrou Kure. Ha dober d’in ar skol, varc’hoaz vintin pa zeui Ne ouezin ket ar pez em euz bet da zeski. MATHURIN Mad, eun dervez all, Per, te labouro guelloc’h Greomp ervez hon nerz, arabat mont pelloc’h. Dadad zo eat, marvad, azalek armintin D’ar pardon, her guelet em euz. PER

  • Ia, Mathurin,

Ha me bed ar Verc’hez da rei d’ezhan sklerder ’Yit ma lavaro d’in «Ia », oc’h erruout er ger. MATHURIN «Ia » *vit petra ’ta, Per ? PER ’Vit ma c’hellin eun dez Dont da veza beleg, oferenna bemdez En enor d’ar Verc’hez ha da Zantez Anna. MATHURIN Dadadfellket dezhan, veffez beleg eta ? Digitized by GoOglC - 62 -