francès Ouz Doue; rak den all n’hell outhan enebi! mathurin Kaout a raio he vam hag ar Verc’hez Vari ! francès Ar Verc’hez ? mathurin Ar Verc’hez hag he mam benniget Hak n her gueler morse o vonet da gousket Heb lavaret bemnoz eun Ave Maria Ha patronez he vam a zo Santez Anna. Francès Ho douja ra marvad ? Mathurin Ho cfharet eo a ra. Ho c haret, Mathurin, ker brein mfeo he galon! Nan, nan, n’anavez mui ar garantez guirion. Rak ne vag he galon nemet gant fallentez.... ’Vit me zo guell ganen beva er baourentez, Heb klevet an arcfhant ocfh ober trouz em yalc’h; Guelloc’h ez eo ganen, ker mintin hag ar voualc’h Kregi em labour, start, kalet e pep amzer, Ha kaout e korn an tan, pa erruan er ger, E leacfh friko re zruz, eun tam bara zegal Yod kerc’h pe pouloudig, pe eun tam kig sal Ha meur a vech tremen gant eur banne zouben, Eur vech ar bloaz hebken kregi er bara guen, Eget beza euruz evelthan er bed-man Ha daonet er bed all da virviken ganthan. mathurin Piou ’oar ? Keriolet, hirio eun den ker fall, Chell beza eurusocfh fvidomp-ni er bed all. s francès Neuze, var va buez, ha n’oun ket c’hoaz goall goz, Lavaran vo guelet an diaoul er baradoz. Digitized by — 61
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/357
Neuz