C — 59 — MATHURIN Marteze, marteze, rak piou c’hell lavaref Ar pez a zo kuzet en amzer da zonct. FRANCÈS Guir eo, ha koulsgoude, n’e ma kct c’hoaz em fenn £ klevin eun dervez he genta oferen. MATHURIN Aliez Doue n’euz great burzudou brasoc’h c’hoaz, ’Vit lakad ar pec her da veza eur zant braz. FRANCÈS Ia,ia, mesdeuzheman, n’oc’h ketdcut choaz a benn Eerkoulz veffe guiska d’an diaoul eur zoudanen! MATHURIN Amzer, Francès, amzer, speret Keriolet N’eo ket c’hoaz, marteze, ker fall ha ma kredet. FRANCÈS N’hellket beza falloc’h !... He galon n’eo ket aour, Gouzout ran, koulsgoude, en euz evit ar paour Eun tamig karantez. MATHURIN Ac’hanta, FRANCÈS Kant malloz Siouaz ! glever ganthan deuz ar mintin d’an noz ; An enor evithan a zo cat e ludu He gounar hag he aour deuz lazet ar vertu.... Ar c’homzou louz a zao euz he galon d’he veg Evel ma sao ar pri var c’horre ar feunteun Pa vez skrabet ar fonz. He galon a zo leun A bep seurt loustoni ; ha c’houi gred vo beleg An hini a ra goap ouz an dud hag ar zent Hag ouz Doue ive pa her c’hav var he hent ! An hini ne gren mui, zoken rak ar gurun Hag a denn en Envou ! rak n’euz aoun ouz nikun, Aoun ebet ouz Satan, he vignon milliget. He gleze gant ar goad, re aliez ruziet Atao a zo cn noaz evit en em zifen. MATHURIN Evit en em zifen ? Ouz piou en em zifen ? Digitized by GoOglC — 60 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/356
Neuz