Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/296

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

3 — re-man, d*ho zro, a c’helfe kemeret anezhan en ho hano ho-unan ; hag evelse, oc h ober vad d*ar brezoneg, pa oar oklask he gass d’an traon, e c’hellimp ive ober vad d’ar Feiz ha d’an eneou, pa ’z eo guir : Ar brezoneg hag ar Feiz A zo breur ha c’hoar e Breiz. L. G. EMGLÊO LANDERNE Evel a oar al loden vrassa deuz lennerien Feiz ha Breiz, mignoned ar brezoneg a zo bed peded d’en em gaout e Landerne d*ar yaou 12 a viz Genver, evid gueled piou a heljed da henvel evit ren a nêvez Feiz ha Breiz varlerc’h an autrou Normand : ha setu m’oar en em gaved mad. An autrou Gall, person ar Folgoat a zo bed hanved : plijed eo bed ganthan en em garga euz ar pez labour a zo da ober. Ra zeuio Intron Varia ar Folgoat, he vam ag he batronez, evel ma zeo deomp oll, da rei dezhan scoazel evit ma c’hello dre he scridou lacât c’hoaz ar Feiz da greski ha da startât en hor bro ger a Vreiz. Araoc breman en deus discuezed n’ema ket e teski he vicher a scrivanier brezoneg, p’e guir en deus great e brezoneg al levr caêr Oferen-ze zo bed moulled evid an eil guech, ag a blij kement da gristenien ar vro-ma caout etre ho daouarn. P’e guir oa deued da Landerne naonteg bêleg mi- gnoned d’ar brezoneg ha da Feiz ha Breiz, e zeus bed eomzed c’hoas deus meur a dra ag a zell ouz mad al levreg-ze. Goulenned euz bed ha Feiz ha Breiz a dlie beza scrived kentoc’h evid ar veleien ag an dud desked eged evid al lennerien brezoneg divar ar meaz. N’eus ket bed a boan e tiscuez e tle beza scrived evid ar re ne ouzont, evel eouls lavared, nemed ar brezoneg : al levrig-ma a zo lenned gant cals muioc’h a dad divar ar meaz eged gant an dud desked. Kementse a veler sclear pa zonjer pege- ment a veleien ha zoken a dud all a ro ho levrig bian da Digitized by GoOglC _ 4 —