Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/295

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Sixième année N° 1 Janvier-Février 1905
C'huec'hved Blavez (3e Volume) Genver-C'huev. 1905

FEIZ HA BREIZ
FOI ET BRETAGNE


SOMMAIRE
1.
2.
3.
4.
5.
6.

7.
8.
9.
10.
D'al lenner................................................................................................
Emgléo Landerne.....................................................................................
Konferansou an Aotrou J. Quéré..............................................................
Etude historique sur les Cantiques bretons..............................................
Ar vam goz Mizer o klask lojeiz................................................................
Aperçu historique sur l'Etat de la Religion dans le pays de Galles depuis la réforme jusqu'à nos jours.....................................................................
Da Sant Joseph.......................................................................................
Eur pennad deus histor ar Revolusion. — Maro an Aotrou Rolland........
An Aotrou Kerioet....................................................................................
Ar miliner Fanchic ag ar paour Fistoulic (kendalc'h)................................
1
3
5
11
14

17
20
21
22
29
D'AL LENNER
————

N'euz ket a vloaz c'hoaz, an Aotrou Normand a skrive evit ar vech kenta e Feiz ha Breiz. Lavarat a rea bennoz d’an Aotrou Duc ha d’an Aotronez all o d’oa hannvet anezhan da Rener ha goulen a rea sikour digant kement hini a gar ar brezoneg. Evidon-me, pa ’z eo guir e rankan komz aman divar va fenn va-unan, n'em euz ket kalz a c'hoant da lavaret bennoz d’ar re o deuz lakeat ar bec’h var va chouk, pa velan al labour a zo da ober ha pa zonjan pegen dister oun dirag al labour-ze.
   Anaoudegez-vad a zo koulsgoude em c'halon abalamour d'an testeni a fizianz a roer din, hag er memez amzer em euz aon n^helfen ket derc’hel mad aoualc’h plas an aotrou Normand, Doue d'he bardono. Feiz ha Breiz e deuz great eur c'holl braz o koll he rener ; karet oa gant an oll, ha lakeat en divije karet Feiz ha Breiz. Ne oa ket da zeski ganthan, hag he skridou a vije bet talvouduz d an oll. Me n'em euz nemet bolontez vad, netra ken, hag abalamour


da ze, kenta tra ’m euz da ober eo goulen sikour. Gouzout a ran ez euz kalz e touez va chenvreudeur beleien hag a zo gouizieg meurbed var ar brezoneg ha var gement tra a zell deuz hor yez ken karet ; ho fedi a ran da gaout ar vadelez da skriva ar pez a ouzont evit ma vezo lakeat var Feiz ha Breiz. Vad a raint evelse d’ar re n*ouzont ket keit hag hint. Feiz ha Breiz a zo digor d’an oll, ha pcphini a skrivo evel ma plij ganthan. Lezel a rin ar skridou evel ma vezint, nemet lavaret e ve d’in chench doare d’ezho. Ar pez a c’houlennan dreist pep tra, eo kaout brezoneg iac’h. Lezomp a gostez ar gallek guisket e brezoneg, ne gemeromp ket ar boan didalvoudeg da ober geriou nevez evel ma ra kalz so, hirio, siouaz ! Gant ar geriou koz, e kredan e c’heller lakad e brezoneg kement sonj a zo en hor spered ; hag an nep a anavesfe mad an oll geriou brezoneg, en deffe peadra da skriva aleiz a draou kaer. Ar geriou nevez a zarv anezho ho-unan, pa vez ezom; an dud divar ar meaz ne vent ket nec’het oc’h ober anezho, ha peurvuia e vent great mad. Great o d’eux meur a hini : Eun dornerez, machine a battre ; eur chrierez. machine k coudre; eur marcli houarn, bicy- clette, etc. ; hag an traou n’heller ket da hennvel en eur ger, a vez lakeat meur a hini evit ho rei d’anaout. Karet a raffen beza klevet dreist pep tra gant ar re yaouank. En ho zouez ez euz kalz hag a laka ho foan da anaout mad ar brezoneg, ha gouzout a ran ez euz meur a hini hag o deuz skrivet dija meur a bez labour. Ar skridou nevez a c’hell beza lakeat da genta e Feiz ha Breiz, ha goudeze e koustfe kalz nebeutoc’h ober eul leor gantho. Re nebeut a leoriou brczoneg a zo ; da viana leoriou skrivet evit plijadur an dud ; ne ’z euz koulz lavaret nemet leoriou a zevosion. Hirio koulsgoude an oll a gar lenn, ha pa ne gaver ket a leoriou brezoneg, e lammer var ar gallek, bilimuz re alies. Feiz ha Breiz a zo bet savet evit sikour ar re o deui c’hoant skriva ha rei tro d’ezho da gregi en ara. Eur ger c*hoaz : Ar veleien a zo anezho ar muia e touei lennerien Feiz ha Breiz ; ma karfent rei al leorig-man da lenn e dro dezho, marteze e plijfe da veur a hini, hag ai Digitized by —