Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/297

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

lenn d’ho c’herent, d’ho amezeien. E meur a barrez ezeus saved ar pez a hanver e gallcg : bibliothèquey destumed eno muia ma cheller levriou ken brezoneg, ken galleg: al levriou brezoneg eo a zo muia goulen varnezho. Eur vaouez carged euz ar seurt levriou-ze a lavare deomp brema e zeus eur pennad amzer : naonteg levrig Feiz /ia Breiz a zo e nontek ty er barrcz. Ouspen-ze, kinniged e vez a bep tu d’an dud divar ar meaz, evit nebeut a archant, avechou evit netra levrion ken galleg, ken brezoneg gant tud difeiz, gant protest&n- ted zohen. Red eo da Feiz ha Breiz enebi gant he oll c’halloud oc’h ar seurt tud-ze. Goulenned euz bed ag hol levriou bian Feiz ha Breiz^ abaoue pemp bloaz zo ma vouller anezho, a zo deued a benn da ober ar pez a c’houlenned outho. Autrou Person Montroulez ag an hini a skriv kement-mâ ho deus dis- cuezed eo bed great braoic avoualc’h al labour a ioa sonj da ober. Breman e zeus pemp bloaz oa deued ar c’hiz da lavared n’oa netra guelloc’h eged deski ar galleg gant scoazel ar brezoneg. An Autrou Du Rusquec, unan deuz ar re zo e penn Feiz ha Breiz, en doa displeged en eur scrid caêr meurbed, e c’heller en doare-ze deski guelloc’h ha buan- noc’h ar galleg, ha zoken ar brezoneg. Laoskeat oar marteze abaoue neuze da ober implij euz ar brezoneg evit deski ar galleg. Feiz ha Breiz a glaske c’hoaz lacât ober levriou bre- zoneg nêvez, pe moulla en dro ar re goz a ioa bed plijed d’ar rummou tud bed en hor raoc var an douar. Bloaz a zo e lavaremp d’hon lennerien hon deus clôved eur marc’hadour levriou e tisclêria en doa gounezed muioc’h e verza levriou brezoneg eged levriou galleg. Ar seurt labour-ma a zo eat var gresc er bloaz nêvez tremened. Hano zo bed ive da c’houlcn oc’h autrou n’Escob Quemper ober ar pez zo bet great en Escobti Guened eun nebeud bloaveziou zo : gervel tud gouezieg da zibaba an doare scriva brezoneg a gavint ar guella ; ha disclêria goudeze an autrou nEscob ne roio he otreadur evid moulla nemed al levriou brezoneg scrived en doare-ze. Comzed euz bed goudeze divar benn an traou da Digitized by GoOglC