Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
KENT-SKRIU
────
(iéz Guéned)
- Sklerdéramb ol er speredeu
- Hemb diséhein er haloneu.
- Brizeuk.
- Sklerdéramb ol er speredeu
1. — Er guerzennou, er sonnenneu hag er marvailheu e gavér él livr-men e zou bet, en darn muian a nehé, mollet é Feiz ha Breiz guéharal, pé é Kroaz ar Vretoned. En eutru F. Vallée, e zou é pen er gazeten-men, ur guir ami d’er Vreihis, en des plijet getou rein en dorn d’ein de zibabein ha de reneùéein me hannenneu ; rak, dré ma veint lénet get éleih mui a dud, m’em es ind kanpennet akerh éndro ha lakeit é galleg. Distroeit em es eùé mar a unan a nehé é brehoneg Guéned. Harpet on bet é kement-sé get en Eutru Guillevic, e houi mat