Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KENT-SKRID
————


Sklerijennomp ar sperejou
Hep dizec’hañ an eneou.
Brizeuk.


1. — Ar gwerziou, soniou ha marvailhou a zo el levr-ma a oa bet, an darn vuiañ ane, moulet er Feiz ha Breiz kos, pe en Kroaz ar Vretoned. Rener an eil gazeten, an autrou F. Vallée, eur mignon dreist d’ar Vreiziz, en deus teurveet rei d’iñ eun taul dorn ewit dibab ar pennadou-ma hag hadauzañ ane tam pe dam. Rak ous o c’hemeret adarre d’o lakât dirak rummou brasoc’h a lennerien, em eus græt d’e eur c’hempenn nevez eus ma gwella, o trei ane ivez en galleg, ha meurwech en brezoneg Gwened. El labour diweza-ma an autrou ’n