Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

abad Gwilhevik en deus ma skoaziet gant e ouiegez dibaut hag hini barzed gwenedourien eus e anaoudegez.

Ma merc’h Lea he deus sikouret anoñ kals da choaz toniou a zere ous pep pez barzoniez. Eur re bennak a oa bet kinniget d’iñ gant an aut. Vallée hag an aut. Ervoan Ar Moal pe Dir-na-dor, barz ar c’hanaouen-nouu c’houek.

C’hoas em eus da drugarekât an autronez Perrin, moulerien ar Barzaz Breiz, o deus autreet d’iñ hadvoulañ ama tri fennad eus ar penn-ober-ze a varzoniez vrezonek, evel ma c’holennen gante, ha pa dlefe kaout mez dirak soniou ken brao ma gwerziou-me er memes yez, hag ar re am eus græt en galleg war an hevelep danvez, d’esa diskouez pegen kaer eo.

Ahendall e vo kavet, ouspen peziou heuliet a belloc’h, tri fennad anaveet mat, eus barzed gallek, am eus klasket ober d’ar Vretoned tanvât o c’hened dudius.