Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Hama, hum gavet e oen pel
Forh añnéet é me havel,
Ha de bourmén me saù plarik
Get eun ag ha lihun, mammig.

Drest me fen en hiaul ligernus,
Tro-ha-tro kan éned joéius ;
Me ridé ’mesk géaut er pradeu
É chèr er haeran bokèdeu.

Un dornad mat em boé cherret
Pen don tost d’er puns digoehet ;
Ha mé e grap ar er vardel,
E stou ’n diabarh, hag e sel.

Me huél get plijadur abarh
Ur hroèdur koent ’hra d’ein minhoarh
Ha mé get men dorn er galùé
De zont de hoari genein mé ;