Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Heñ, avat, ’wignas d’iñ ’vijen
Arri mat gantañ ’n e gichen ;
Hag ’oan prestik d’ober al lam,
Pa glevis ’vel da vouez, ma mam ;
Da vouez o c’harmet em c’halon :
« Doue, ma mab ! » Neuze ’m oe aon ;
Diouz ma dorn ’koueas ma bleunio
War ar pautr, ’welis ken eno ;
Ha me tec’hel d’as kaout, timad,
Hep sonch zoken d’am botou koad !
Pa oan ’tal ar grec’hien o vont,
Me dro ma fenn, m’es kwel ahont
E kichen ar puns o kousket ;
Ha me dont endro d’as kavet ;
D’as tivuni, sailhat ’n es koug…
Mam, lar d’iñ : ha me zo bet droug ?