Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ato, mammig, ’hoñ ’n em gavet
’Bars ma c’havel goall inouet ;
Ha me sevel da bourmeni
Hep trouz, gant aon d’as tivuni.

A-us d’am fenn eun heol skedus,
Kan an evned tro-dro, joaüs,
Me rede ’mesk yeod ar prajou
O kuntuilh ar c’haera bleuniou.

Serret eur strollad brav am oa
Pa oen arri ’tal ar puns-ma ;
Ha me war ar vardel krapet,
Ha stouï ebars da zellet ;

Gant plijadur ’welis ebarz
Eur bugel koant ’ræ d’iñ mousc’hoarz ;
Ha me gant ma dorn hen galve
Da zont da c’hoari ganiñ-me ;