Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Gant aoun ar c’hi, kwit ec’h eas,
O oela ahed an hent bras.
An intanvez paour a oele :
— Petra ’roin-me d’am bugale ?
D’am bugale petra ’roin-me,
Pa larint : « Mam, naoun am eus-me ! — »
Ne wele ket e hent ervat,
Gant an daelou en he lagat.
En hanter-hent pa oe digouet,
An autrou kont he deus kavet ;
Autrou kont maner Pratuloc’h,
O vont da heizal da Goatloc’h ;