Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Da gavout an den divroet :
Doue r’hen dalc’ho e yec’het !…

Yec’hed d’oc’h, autrou an ti-ma,
Deut on amañ da c’hout eun dra ;

Da c’hout hageñ d’oc’h e plijfe
Rei eun tam boed d’am bugale ;

Boed d’am nao a vugaligou
N’o deus het tri deiz zo, autrou ! —

An divroad a respontas
D’am mam baour kerkent m’he c’hlevas :

— Kerz alese, deus treuz va zi,
Pe me lausko warnout va c’hi ! —